E-kichen an aodoù ez-eus un enezenn iskis : an tud a gomz ur yezh all ha bleinañ a reont a-gleiz... N'eo ket re vras an enezenn-se, met n'eo ket re vihan ivez : 70 kardlev eo an tro dezhi. Setu Jersey ! 

E-pad un dibenn-sizhun, graet 'n eus troioù du-mañ ha du-hont war hon tandem. Ergerzhet 'n eus an hentoù bihan war an enezenn, neuiet 'n eus er mor, c'hoariet 'n eus war an traezhenn ha blazetaet 'n eus un tamm diennoù-skorn !